Manifestet zo ouzh politikerezh frankizour gouarnamant gall!
Meur a gant manifestadeg ‘oa aozet ‘bar c’hwec’hkorn hudu. Manifestadegoù ouzh ar politikerezh zo kaset gant ar gouarnamantoù zoi bet anvet gant Emmanuel Macron e kerzh ar mizioù tremenet. Manifestadegoù ouzh strizder ar budjedoù zo kinniget evit espern arc’hant ha digreskiñ dle ar Stad C’hall. Met manifestet eo bet ivez evit lar d’ar pennoù bras e rank Bro C’hall lakaat e plas politikerezhioù gant muioc’h a justis sokial ha lakaat ar re binvidikañ da gemer perzh muioc’h ‘bar strivoù zo d’ober evit mont gant ar sonj digreskin dle ar Stad. Deomp da Vontroulez ma oa tost 1000 den o vanifestiñ dre galv ar sindikadoù… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.